Posts Tagged ‘roazhon’

Talomp ouzh an nazied !

 

Mont a ray dizalc’hourien an tu-kleiz da vanifestiñ ‘benn arc’hoazh e Karnod a-gevred gant annezidi ar gumun hag ar strolladoù politikel all  a-benn enebiñ ouzh an nazied a zalc’ho un emvod er memes parrez.

D’ar c’houlz ma vez kreñvoc’h c’hoazh an enkadenn ekonomikel arabat eo deomp lezel an tu-dehoù pellañ hadañ  didrabas e vennozhioù gouennelour  e Breizh pe e lec’h all.

Emgav da 3e GM dirak an ti-kêr.

 

Er straedoù evit ur chadenn divyezhek.

D’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer da 3 e GM,  meur a dolpadeg a vo dalc’het dirak savadurioù France 3 e Brest, Naoned ha Roazhon evit dougen an azgoulenn evit ma vo krouet ur chadenn skinwel divyezhek e Breizh ha kement-mañ diwar youl meur a strollad : Kevre Breizh, Ai’ta, 44 = Breizh ha Breizh Unvan.

Dizalc’hourien an tu-kleiz a c’houlenn digant  hor  stourmerien da gemer perzh ha da skoazell an emsav sevenadurel hag an azgoulenn padus-se, dismeganset abaoe pell. Kement mañ peogwir e laka war wel en ur mod splann dre an dibab da vanifestiñ er c’herioù bras ( en zouez Naoned ha Roazhon ) e rank ar brezhoneg kaout binviji kehentiñ ha normalaat a-vremañ war vreizh a-bezh (gant bro Naoned evel-just).

Ar vanifestadeg a vo dalc’het en ur mare resis :

-Da heul stourm reizh implijidi France 3 evit ma ne vo ket digresket an niver a brogrammoù a reer « rannvroel » anezho.

-Un diouer splann a stourm a berzh darnvrasañ an dilennidi lec’hel (dreist-holl re ar muiañ niver) evit ma voet da vreizh ha d’ar vretoned ensavadurioù evit gellet en em dermeniñ ha kement-se pa vez splannoc’h bemdez ne vo ket degaset kalz barregezhioù nevez evit kreñvaat an demokratelezh e Breizh ha mont war-du ur parlamant dre hanterouriezh Akta 3 an digreizennañ douget gant Marilyse Lebranchu.

Reizh eo neuze harpañ ar re e kevredigezh sivil Breizh a zegas da soñj d’ar galloud kreiz rennet gant ar sokialourien ha d’’hor mistri e Pariz, ez eus eus un azgoulenn evit ur servij publik kleweled a-vremañ hag a galite e servij an holl vretoned ha war vreizh a-bezh.

Dizalc’hourien an tu-kleiz.

Skoaz-ouzh-skoaz gant Kurded Breizh !

Rojbin, Sakine, Leyla a viskoazh bev e kalon stourmerien an holl bobloù

 

Diwar intrudu ar gevredigezh anvet « Keneildedoù Kurd Breizh » ha ti kurded Roazhon ez eo en tu all da 500 den o doa dibunet d’ar sadorn 26 a viz Genver evit rentañ enor d’an teir stourmerez Kurd lazhet e Pariz n’eus ket pell zo.

Ouzhpenn da gurded ar vro ez eus bet gwelet kalzig a zizalc’hourien eus an tu-kleiz, evel ma oa ivez izili eus an UDB, ar CNT,  ar PCF ha darn eus ar PS.

Kemeret hor boa ar gaoz evit addegas da soñj e soutenomp kement azgoulenn a zo gant an emsav a zieubidigezh vroadel er c’hurdistan.

Gael Roblin ha Pep Must (CUP Broioù Katalan) o kemer ar gaoz e dibenn ar vanif.

Izili eus ar strollad CUP (dizalc’hourien ar broioù Katalan) deuet da Raozhon evit mont da welet o c’henvroadez Lola Lopez bac’het amañ evit he stourm e ETA o doa dibunet ganeomp ha kemeret ar gaoz  e anv dizalc’hourien an div vroad.

Addiskleriet o deus  e katalaneg , brezhoneg ha galleg o c’hengred gant familhoù Rojbin, Sakine, Leyla,met ivez gant Abdullah Ocalan, ar PKK , prizonidi politikel Kurdistan , o fobl hag ar gwir o deus an holl bobloù d’en em dermeniñ, evel m’o deus adembannet o enebiezh ouzh an impalaerezhioù turk pe gall.

Succés de la mobilisation à Rennes devant le conseil régional contre l’aéroport de NDDL !

devant le conseil régional de Bretagne

Entre 250 et 300 personnes ont répondues présents le 13 décembre  à l’appel du comité anti aéroport et de COPAIN 35 pour rappeler aux conseillers de la région administrative Bretagne qu’ils n’avaient pas été élus en ayant expliqués à leurs électeurs qu’ils ou elles s’engageaient à verser 29 millions d’euros à VINCI pour saccager le bocage du nord Loire, pour finir de liquider l’agriculture paysanne et pour justifier une répression aveugle contre les occupants de la ZAD. Nous avons tendance à penser que si le PS  et ses alliés du PCF avaient eu le courage d’inscrire ces points à leur programme électorale ils auraient fait moins de voix.

Cette session de fin d’année du conseil régional de Bretagne a donc été inaugurée sous très haute surveillance policière pour dissuader les tracteurs et la foule de venir demander des comptes aux élus régionaux.

Certains d’entre eux  , ceux et celles d’EELV ainsi qua Naig Le Gars de l’UDB pourtant elle membre de la majorité depuis peu, se sont joint aux manifestants.

D’autres sont rentrés dans l’enceinte de l’assemblée régionale, la tête dans les épaules, fuyant les manifestants tel Gérard Lahellec du PCF.

Le président de l’exécutif régional a refusé de rencontrer les organisations paysannes.

Gael Roblin de la Gauche Indépendantiste

Pour notre part  nous avons contribué au succès de ce rassemblement aux cotés des autres opposants dans leurs diversités. (syndicats , assemblées, associations partis et simples citoyens), venus de la ZAD, de Saint Brieuc, Rennes , Fougères , Pont l’Abbé…

Nous avons rappelés lors d’une prise de parole nos propositions de revendications pour la suite du mouvement :

-Abrogation de la DUP

-retrait des forces d’occupation militaires françaises de la ZAD

-Libération, abandon des poursuites  et amnistie pour les résistants au projet en proie à la répression de la justice de Hollande , Valls et compagnie.

Le fait que le conseil régional se réunisse sous la protection des forces de l’ordre a permis de délimiter les camps, c’est une victoire politique du mouvement populaire d’opposition à ce projet d’aéroport.

Nous sommes à la disposition de toutes les forces en lutte contre le projet d’aéroport de Notre-Dame des landes pour construire ensemble d’autres mobilisations  lors des sessions du conseil d’agglomération de Rennes métropole et du Conseil régional d’Ille et Vilaine la semaine prochaine.

Continuons avec force et détermination à défendre la planète contre VINCI et son comité de soutien le PS !

Les militants de la Gauche Indépendantiste présents à Rennes ce jour.

la police surveille le conseil régional de Bretagne gouverné par une majorité PS PC UDB et empêche le peuple d’y rentrer.

E Roazhon, dirak ar c’huzul rannvro d’an 13 a viz Kerzu : nann d’an aerborzh !

Darn eus ar re zo oberiant war dachenn ar stourm evit enebiñ ouzh ar raktres aerborzh e Kernitron-al-Lann a bed ac’hanoc’h da gemer perzh en ur vanifestadeg a vo dalc’het d’ar yaou 13 a viz Kerzu e Roazhon dirak ar c’huzul rannvro. Harpañ an aozerien a fell deomp ober kar ez eo un heuliad poellek d’ar vanifestadeg o doa muioc’h evit 3000 den kemeret perzh enni e kêr Roazhon d’an 10 a viz Du evit nac’hañ groñs e kemerfe perzh kuzul rannvro Breizh, kuzul departamant Ill-ha-Gwilen ha meurgêr Roazhon er chanter bras diezhomm-se hep bezañ bet kelaouet en a-raok ar voterien deus ar skoazell degaset evel-se d’ur raktres a vez enebet kalzig outañ. Roet hor boa da c’houzout e soñje deomp e vije bet mat kenderc’hel war an hent-se.
Dalc’het e vo ar vanifestadeg pa vez riskloù bras e adkrogfe ar polis hag justis gall da  skarzhañ ac’huberien an takad da zifenn (TDZ) en deizioù.

Bezomp niverus diryaou !

 Dizalc’hourien an tu-kleiz.


Sed aze troidigezh galv an aozerien (komite bro Roazhon a-enep d’an aerborzh hag un toullad aozadurioù micherel  stag diouzh al labour-douar)  :

Kemmenadenn

Nann d’ar raktres aerborzh e Kernitron-al-lann !

D’an 22 a viz Here 2010 e vote kuzul rannvro Breizh ur yalc’had a 29 million a euroioù evit ma vefe savet aerborzh Kernitron-al-lann pa oa bet nac’het lakaat ar gaoz war ar raktres da vare mouezhiadegoù rannvro un toullad mizioù kent.  34 kuzulier rannvro o doa mouezhiet a-enep, en ur ziskouez evel-se ne sav ket an holl a-du ha ne vez ket an holl a unvouezh evit sevel seurt aveadur.

N’eus ket bet goulennet tamm studiadenn ebet gant Kuzul rannvro Breizh, ar c’huzulioù meur pe meurgêr Roazhon evit muzuliañ peseurt efed en defe an aerborzh war ar frammoù a vez dionte hiziv an deiz e Breizh.

Da c’houde , dilennidi ar CEDPA  o deus arc’hantaouet gant o gwenneien dezho ur studiadenn bet kaset a-benn gant CE-Delft  ur strollad studi brudet dre ar bed holl. Ar re-se o deus diskouezet avat pegen bresk e oa disoc’hoù ar studiadennoù a servij da reizhabegiñ an diskleriadenn a dalvoudegezh foran (DDF) ha dispaket splann ivez e c’hell emdreiñ c’hoazh aerborzh Naoned-Atlantel ar pezh a laka sklaer ez eo diezhomm kaout un aerborzh nevez.

En diskar-amzer studiadenn ul linenn LTB Roazhon/Kernitron-al-lann/Naoned zo  bet kalaet war ar stern e-pad labourioù ar c’huzul rannvro, pa vez diaes arc’hantaouiñ diorradur an hentoù-houarn evit ar brasañ niver evel ma vije ezhomm evit diorenn ar vro en ur mod talvoudus d’an holl.

D’an deiz a hiziv e vez c’hoazh kalz a a dud o deus savet amoug da c’houzout ha reizh eo DDF 2008, ha doujet e vez ouzh al lezenn gouestlet d’an dour (muioc’h evit 95% an TDZ zo tachennoù gleb), meur a hini zo bet tennet o douaroù digante o deus savet klemm ivez, ur sinadeg zo bet kaset da Unvaniezh Europa diwar-benn ar sturiad war an dour.

Kentoc’h evit gortoz disoc’hoù an oberennoù lezennel n’eus bet nemet un doare respont abaoe ar 16 a viz Here : tagañ en un daore feulst tre annezidi an TDZ , distruj an tiez  hag ar pezh a oa bet plantet pe hadet, dispriziañ enebourien ar raktres.

E Roazhon da heul manifestadeg an 23 a viz Du dirak ar prefeti rannvro (martenot) un dek bennak a labourer-douar, en o zouesk daou dileuriad e kambr al labour-douar, zo bet taget diabeg en un doare rust gant ar polis.

Setu m’oc’h galvet da zont niverus evit bezañ klevet gant an dilennidi  d’ar Yaou 13 a viz Kerzu da 1E GM straed Martenot e Roazhon da vare bodadeg kuzul rannvro Breizh.

Goude prosez Roazhon/Aprés le procès de Rennes

brezhoneg e pep lec'h ! dirak lezvarn Roazhon !

brezhoneg e pep lec'h ! dirak lezvarn Roazhon !

Un hanter-kant den bennak a oa deuet da harpañ Corentin ha Yoann genidik a vreizh-uhel pa oant bet barnet d’ar 16 a viz Eost e Roazhon evit bezañ livet e miz Meurzh panelloù hent kostez Roazhon.
En o zouesk e oa kalz a izili eus Breizhistance, SLB, Ai’ta, izili ar PS met ivez ur  c’huzulier-kêr eus Redon (Emile Granville) ha un dilennadez eus ar PC eus ti-kêr Torigneg-Fouilharzh. N’eus ket bet tu d’hor mignoned en em zifenn e brezhoneg p’o doa gellet kaout ur jubennour pa oant dindan dalc’h ar polis.Kalzig a bennadou a oa bet embannet diwar-benn an afer-se e mediaoù ar vro hag er broioù estren, ur c’houlzad kabaliñ a feson kaset a-benn gant Breizhistance en deus diskouezet pegen goan eo statud lezennel hor yezh vroadel.

Sed aze diskleriadur hon daou gamalad:

D’ar c’hwezek a viz Eost e oamp bet barnet gant justis bro c’hall evit bezañ lakaet livaj war panelloù-hent unyezhek. Dibabet hor boa en em zifenn  e brezhoneg dirak al lez-varn, ar pezh zo bet nac’het deomp gant ar varnerez.  Forzh penaos eo anat e oa bet dibabet peseurt disoc’h a vije bet d’ar prosez en e raok.
Ar gwir hor boa bet  eta da serriñ hor beg, selaou ha klevout ar washañ prezegenn jakobin . Nac’het e oa bet da c’hervel  ur jubenour gant prokuror ar republik abalamour ez eomp gouest da gomz galleg, yezh vroadel bro c’hall hag an hini nemeti. Presidantez al lezvarn he doa heuliet mouezh he mestr e penn-kentañ ar prosez en ur lavarout  e oa bet dispignet re a  arc’hant publik ganeomp en ur zistruj pannelloù, hag en ur zeskiñ brezhoneg en ur greizenn stummañ.. Rebechet e oa deomp bezañ desket brezhoneg er-maez eus hon familhoù. Diskouezet e oa bet ganti pegen dianav e oa eus  stad ar brezhoneg e Breizh-Uhel.
Neubetoc’h a bemp munutenn o doa bet ezhomm ar varnerien evit dibab hag embann ar c’hastiz ar barn , da lavaret eorik ar pezh a oa bet  goulennet gant ar prokuror : 1500€ ha 1000€ kastiz da baeiañ, hag ur menneg  war bilhed niverenn 2 ar roll varn.
Koulskoude hon eus c’hoant da drugarekaat an holl dud a oa tremenet devezh ar prosez hag o doa  soutennet ac’hanomp. Trugarekaat a reomp ar gevredigezh Skoazell Vreizh evit he harp, enepti e vije bet diaesoc’h,  ha direizhoc’h c’hoazh bezañ difennet dirak justis bro c’hall.
Dibabet hon eus kuitaat tachenn brezel-varn peogwir e oaromp n’eo evel-se e vo gounezet traoù evit ar brezhoneg dirak ar stad. Setu ma na  raimp ket galv.
Gwelloc’h eo deomp lakaat hon nerzh asambles en ul lec’h-all evit gounit ar stourm war ar pemdez. N’eo ket echu ar stourm ne ra nemet kregiñ, goulennomp groñs ar gwir da gaozeal e brezhoneg e pep-lec’h.
Brezhoneg yezh ofisiel e Breizh ! Brezhoneg e pep-lec’h, dirak ho lezioù-barn ivez !

Corentin Le monnier, Yoann Colas

brezhoneg ofisiel !

Du breton partout ! devant le tribunal de Rennes !

Du breton partout ! devant le tribunal de Rennes !

Prés de 50 personnes s’étaient déplacées pour soutenir Corentin et Yoann natifs de haute-Bretagne lors de leur jugement le 16 août à Rennes pour avoir barbouillés des panneaux dans le secteur. Parmi elles beaucoup de militants de la gauche indépendantiste , du SLB, d’Ai’ta, des membres du PS mais aussi un élu de Redon (Emile Granville) et une élue PC de Thorigné-Fouillard. Nos camarades n’ont pu se défendre en breton alors qu’ils avaient eu droit à un interprète lors de leur garde à vue.  Beaucoup d’articles de presse ont été consacrés à cette affaire, d’émissions de radio en Bretagne comme à l’étranger. Une excellente campagne à l’actif de Breizhistance qui a éclairée sur la vulnérabilité du statut juridique de notre langue nationale.

Voici la déclaration de nos deux camarades:

Le Jeudi 16 Août 2012, nous étions appelés à comparaitre devant la justice française pour des faits de barbouillage. Nous avions décidé de comparaitre en langue bretonne lors de cette audience, bien mal nous en a pris, puisque, même si le verdict de ce procès était déjà tombé avant qu’il ne commence, le choix d’utiliser le breton le breton pour nous exprimer a suffit aux juges pour nous soustraire tous moyen d’expression.
Nous avons donc eu le droit de nous taire, d’écouter et entendre le pire des discours jacobin qu’il puisse être. Le procureur de la république avait refusé de mettre à disposition un interprète, et celui-ci de nous le rappeler en nous disant que nous connaissions suffisamment la et l’unique langue nationale en France pour nous exprimer. La présidente a bien sûr suivi la voix de son maître et dès le début pris parti, ouvertement et maladroitement, pour monsieur le procureur de la république française en dénonçant des frais supplémentaire, occasionnés à la société par ce procès en plus des « bêtises » que nous avions déjà pu faire, selon elle, et alors qu’aucun jugement n’était prononcé. Elle nous reprocha aussi le fait que nous ayons appris la langue Bretonne dans un centre d’apprentissage pour adultes et non dans nos propres familles, montrant ainsi son ignorance totale de la situation de notre langue et plus particulièrement en Haute-Bretagne. Il n’aura pas fallu plus de cinq minutes aux trois juges présent à l’audience pour nous condamner aux peines maximum requises par monsieur le procureur : 1500€ et 1000€ d’amende, inscription au bulletin numéro 2 du casier judiciaire. La messe était dite.
Cependant, face à cette situation, nous tenons à remercier l’ensemble des personnes qui se sont déplacés ou qui nous ont adressé leur soutien. En tant que militants, nous entendons ce soutien comme celui qui permettra à la langue bretonne de prendre sa juste place dans notre société. Nous remercions plus particulièrement l’association Skoazell Vreizh sans qui il serait encore plus injuste et encore plus difficile de se défendre face à l’état Français.
Nous avons décidé de quitter la bataille judiciaire face à l’Etat car nous considérons que ce n’est pas là que se gagnera le combat, nous ne ferons donc pas appel. Nous préférons mettre l’ensemble de ces forces ailleurs afin de récolter le fruit d’un travail quotidien, local, autrement plus prolifique.

Amplifions le rapport de force, exigeons la possibilité de s’exprimer en breton partout et y compris dans leurs tribunaux !


Langue bretonne, langue officielle en Bretagne ! Du breton partout et aussi dans vos tribunaux !

Corentin Le monnier, Yoann Colas

kaoz ebet

Evit kas arc’hant da Skoazell Vreizh , pour envoyer de l’argent à Skoazell Vreizh : Skoazell Vreizh

Appel à rassemblement Jeudi 29 mars à Rennes

Les 15 décembre 2011,3 février et 19 mars 2012, Breizhistance-IS s’associait à l’appel « Démocratie pour la Bretagne » initié par 44=Breizh et proposant un rassemblement devant le conseil régional de Bretagne administrative à Rennes et le conseil général de Loire-Atlantique à Nantes. Les jeunes écologistes et l’UDB jeunes, rejoint plus tard par le Parti Breton, ont répondu à cet appel.

redddddiiae

_Les éléments de cette démarche sont de toute première importance car ils promeuvent un processus démocratique institutionnel pouvant permettre aux bretonnes et aux bretons de construire leur droit à l’autodétermination.

_Le 29 mars prochain, le conseil régional de Bretagne administrative se réunira en session plénière afin d’examiner le plan d’actualisation de la politique linguistique. L’étude de ce dernier a été reporté à pas moins de 4 reprises depuis juin 2011 ! La politique linguistique ne se serait-elle pas considérée comme purement accessoire par le conseil régional ?

_Nous avons besoin d’un cadre de revendications de base afin d’obliger les élus locaux à faire des choses concrètes en Bretagne sans attendre quoique ce soit des dirigeants de Paris ni des promesses électorales. Ces revendications ont été exposées dans appel co-signé par Ai’ta, UDB, SLB et … Kevre Breizh en 2011.

_Ces revendications et propositions permettent à la langue bretonne d’avoir la place qui lui est due dans la vie quotidienne. Elles ne prendront toute leur efficacité que dans un cadre institutionnel permettant au peuple breton des prises de décisions souveraines

_ Nous réaffirmons ainsi que seule une collectivité unique, réunissant l’ensemble des départements (dont la Loire-Atantlique) et la région, dotée de compétences législatives, comme il existe partout en Europe et s’engageant sur la voie d’un vrai parlement local permettra de pallier à ces insuffisances. Seul un parlement breton pourra doter la langue bretonne des outils nécessaires à sa survie et son développement et comblera le manque de démocratie locale dans l’ensemble du territoire breton.

Nous appellons le plus grand nombre à un rassemblement devant le conseil régional, à l’Hôtel de Courcy, rue Martenot à Rennes, le jeudi 29 mars à 18h.

Brezhoneg, yezh vroadel, yezh ofisiel !

Démocratie pour la Bretagne !

Kalanna mod-all !

 IMG_0022

 

Un 70 a oa en em vodet dirak toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon disadorn e-pad nozvezh kalanna.

A-bep seurt tud a oa deuet : sindikalisted, hiniennoù emsav ar bodadegoù, izili an tu-kleiz dizalc’hour…

C’hoant o doa da adembann o c’hasoni evit an urzh sokial ha politikel a wask an dud vunut dindan pouez divent ar bloavezhioù toull pa vez dieub da vont al laeron a-bep seurt a denn gounit eus lezenn kriz ar c’hevala.

Evit kamaraded komite «Euskal Herriaren Lagunak, Roazhon-Breizh» ( skourr Roazhon mignoned Euskal Herria e Breizh ) e oa ivez un digarez da adembann o c’henskoazell gant ar peder flac’h toull-bac’het e Breizh abalamour m’o deus kemeret perzh e oberennou ar strollad kuzh Euskarad «ETA» evit dieubidigezh sokial ha broadel bro-Euskal.

IMG_0023

  

Forzhig a vannieloù evit goulenn ma vo adkaset ar prizoniadezed betek o bro a oa o strakal e teñvalijenn nozvezh kalanna, hep ankouaat bannieloù Breizh, Euskal Herri ha Broioù Katalan (unan eus ar 4 flach zo eus ar broiou Katalan).

A-drugarez d’ur sono galloudus an dud o doa gellet huchal luganioù zo tremenet dreist mogerioù uhel ar prizon. Kement-mañ en ur aergelc’h plijus a denne kalz da hini ur sportva da vare ur c’hrogad mell-droad. Meur a ganaouenn dizalc’hour zo bet klevet !

Luganioù oa bet skrivet ouzh ar mogerioù ken ma strake ar fuzeennoù.

Displijet bras e oa bet chas ar galloud gant kement a zisujidigezh dic’hortoz e kalon Roazhon, setu m’o doa tapet daou gamalad pa oant war hent an distro ..goude bezañ tremenet nozvezh kalanna en toull e oant bet laosket da vont goude bezañ bet tamallet hep prouenn evit bezañ livet murioù loued ha plantet tan en ur boubelenn. Barnet e vefont e miz Meurzh.

IMG_0033

 

Dav e vo chom kengred gante. Ho kervel a reomp d’en ober. Evel m’oc’h kouviet da skrivañ da brizoniadezed ETA.

MA Rennes, 56 Bvd Jacques Cartier – BP 3106 35031 Roazhon Cedex Alberdi Zubirrementeria, Ane Miren   6994 Perurena Pascual, Argi 6411 Somoza Chamizo, Loren 7142 Lopez Resina Maria Dolores 7075 

Ur parlamant evit Breizh !

 IMG_1698

 

Ar strollad 44= Breizh en doa galvet an dud da vont dirak sez rannvro «Breizh» fenoz ( 15/12) e Roazhon «da c’houlenn ur breud bras er strollegezhioù hag ar gevredigezh sivil da lakaat e plas an diferadurioù kent gounit ur statud dibar ennañ ar gwir arnodiñ, barregezhioù lezenniñ hag a aotrenfe adunaniñ Breizh : en berr, UR PARLAMANT.»

Breizhistance IS en doa galvet da vont a-gevred gant stourmerien Breizh unvan evit skoazell un azgoulenn demokratel hollek-se a zouj ouzh gwir pobl breizh d’en em dermeniñ.

Soñjal a ra deomp e rankomp bezañ gouest da seveniñ ur c’houlzad kabaliñ ledan e Breizh a-bezh evit levezoniñ kevredigezh Breizh evit kas war-raok, e-touesk pobl hor bro, mennozhioù demokratel evit ma vo e Breizh evel ma vez en broioù all , ur framm ensavadurel politikel. Evit en ober ez eo ret deomp embann n’eus netra da c’hortoz digant frammoù ensavadurel dic’halloud ha nann demokratel evel rannvro Breizh.

Kaout ar gwir d’en dermeniñ evel pobl a roio an tro deomp da zibab pezh zo mat deomp war dachenn an en dro, an ekonomiezh, ar gwirioù sokial met bez e c’hellimp dibab a-benn ar fin peseurt darempred hon eus c’hoant da gaout evel broad gant stad c’hall ha stadoù all ar bed.

Goude komzoù flour Jean-Yves Le Drian a embanne n’eus ket pell zo e selle gant avi ouzh galloudoù parlamant Kembre, votadeg unvouezh kuzul-meur ar Morbihan evit Breizh unvan e oa poent lakaat war wel e oa bretoned kat da gabaliñ evit gounit o gwirioù.

Un 50 den bennak o deus respontet d’ar galv  ( ha daoust d’ar glav ! ), harpet gant Breizhistance, Strollad Breizh , Re Yaouank an UDB ha reoù ar re c’hlas. Mennegomp e oa deuet ganeomp tri c’huzulier rannvro ezel eus Europa Ekologiezh a-dreñv d’hor gitonioù livet gant luganioù sklaer.

Meur a vedia (OF, France 3, Radio Breizh) a oa deuet da atersiñ ac’hanomp.

Ha krog e vefe ar c’houlzad evit ma vo ur parlamant demokratel e Breizh eus Brest betek Klison ?

Ha ma rofemp emgav d’ar vretoned a gar an demokratelezh dirak ar rannvro bep tro ma vez un dalc’h hollek gant ar framm-se  ?

Bep tri miz e vez unan, un doare efedus e vefe da embarzhiñ un toullad mat a dud . Ha sur a-walc’h zo kalz anezho er vro kontant da reiñ nerzh ha kalon hag amzer evit se kentoc’h evit dilennadegoù prezidant ur stad na zegas mann ebet deomp hag a ra fae ouzhimp.

IMG_1701

Succés de la fête de section de Breizhistance Rennes

daelpredmat2

Dimanche 6 novembre les militants de la section Rennaise de Breizhistance organisaient pour la deuxième fois la fête de leurs section locale.

Dés 10h30 un débat autour du thème « Le caractère plurinational de l’état français et le droit à l’autodétermination des peuples qui le composent » rassemblait prés de 25 participants.

Outre  Jonathan Guillaume porte parole de Breizhistance IS et Gael Roblin d’autre militants sont venus échanger sur ce thème.

-Cyril Cogneras conseiller municipal de Limoges , favorable la cause de l’Occitanie membre du parti des « Alternatifs » il est connu pour ses prises de position en faveur des prisonniers politiques Bretons et Basques.

-Jean-Marie Goater ex conseiller municipal des Verts à Rennes connu comme d’autres membres d’Europe Ecologie pour des prises de position favorables à une certaine forme de pouvoir politique en Bretagne.

-Gildas de Rennes militant communiste libertaire animateur de la revue Offensive Libertaire et Sociale qui vient de consacrer un dossier  aux luttes de libération nationale

-Pierre Chapa membre de la direction départementale 35 du Nouveau Parti Anticapitaliste.

-Julien Le Bot représentant des jeunes de l’Union Démocratique Bretonne.

 

Ce fût un moment formateur, riches d’échanges qui a permit à chacun de rappeller ses engagements en faveur de la démocratie locale. Gageons que cette expérience sera porteuse d’autres moments de convergences et de travail en commun.

IMG_1681

C’est plus de 50 personnes qui ont été servies au repas populaire organisé par les militants de Breizhistance.

Au cours de journée qui s’est déroulée dans une athmosphère conviviale c’est plus de 80 personnes d’horizons diverses qui se sont retrouvées  en musique ou autour d’une planche de palets.

Les tables de presses de Breizhistance, du comité de solidarité avec le peuple basque , et de la Redadeg ont permis à chacun de s’informer .

Une expérience positive qui sera renouvellée l’an prochain, sans aucun doute.

 

IMG_1676