Skoaz-ouzh-skoaz gant ar seizh bugel warn-ugent, an tri goprad ha kerent ar vugale Skol Diwan Louaneg eo en em gavet 700 den eus pep korn Breizh da zibuniñ dec’h e Louaneg evit ma vevo skol Diwan ar gumun.
A-drugarez d’ar stourm kaset da benn abaoe daou viz gant nerzh kerent bugale ar skol hag he tri goprad, labour sindikadoù an SLB, CGT ha CFDT, skoazell foran ar strolladoù politikel Breizhistance, UDB, hag EELV, ar pouez lakaet en teuliad gant ar strollegezhioù (Rannvro Breizh ha ar gumuniezh tolpad-kêrioù) e ya war sklaeraat dazont skol Diwan Louaneg. Dav eo chom war evezh memestra betek ma vo lakaet da dalvezout ar c’hinnigoù graet.
Gant sikour Rannvro Breizh e tilojo ar skol er savadurioù nevez, war ar gumun, adalek deroù miz Du. Da c’hortoz e tlefe ar skol dre soubidigezh en em staliañ e kreizenn dudi Louaneg.
Ar stourm evit skol Diwan Louaneg a ziskouez eo bev mat barregezh pobl Vreizh da sevel evit difenn he yezh pa vez lakaet en arvar . A-bouez ruz e vefe trec’h da vat ar stourm-mañ rak e chomo un hent da heul e gumunioù ‘zo ‘lec’h ma c’hellfe en em gavout an hevelep skoilh. An daou viz hanter tremenet e Louaneg a laka a ra war wel ur wech ouzhpenn statud Diwan hag ezvezañs hini ar brezhoneg. Abalamour da se e ranko, an abretañ ar gwellañ, bezañ gopred labourerien Diwan gant ar Stad c’hall evel o c’henseurted euskariz a gelenn en « ikastolak » da lâret eo goude bloaz ha pas gortoz pemp bloaz evel hiziv-an-deiz. Statud Diwan a rank bezañ publik hag ar brezhoneg ofisiel, gant pe hep sinadur karta Europa ar yezhoù bihanniver.
Evit en ober e rank ar vretoned kaout ur framm ensavadel gant galladoù politikel da zivizout : ur Parlamant. N’eus nemet e mod-se he do ar brezhoneg ar binviji he deus ezhomm evit he dazont hag he diorenn.
septembre 16th, 2012
admin 


Postet er rummad
Tags: