Daou stourmer dizalc’hour dirak al lezvarn evit ar brezhoneg.

D’ ar c’hwezek a viz Eost e vo barnet Corentin Lemonnier ha Yoann Colas e lez-varn Roazhon. Rebechet e vez d’an daou stourmer eus Breizhistance-IS bezañ livet ur panell-hent e bro Roazhon.

Yoann Colas

Yoann Colas

Plas ar brezhoneg zo bet treut he jeu a viskoazh e bro Roazhon. Daoust da araokadennoù zo, ar strollegezhioù publik hag ar c’humunioù zo  berr o youl  c’hoazh evit diorren da vat plas ar brezhoneg er vuhez foran.

Koulskoude e vez implijet bemdez yezh ar vro e tro Roazhon : el labour gant an dud deuet (skolioù, mediaoù,bed ar buheziñ, servijoù yezhel ar brezhoneg..), gant kantadoù a vugale er skolioù divyezhezek publik pe prevez , er skolioù Diwan, kantadoù a dud deuet a zesk brezhoneg , darvoudoù ha raktresoù a-bep seurt (c’hoariva, sonerezh, sinema, sport..) a vez aozet gant ur bern tud a-youl-vat, er vuhez pemdeziek gant tud a bep seurt rummadoù evit eskemm.

Corentin Lemonnier

Corentin Lemonnier

E Breizh a-bezh e rank bezañ kreñvoc’h plas ar brezhoneg da lâret eo e Breizh-Uhel ivez e lec’h e bev-mat ar yezh.

Abalamour da se o deus dibabet an daou stourmer difenn ar brezhoneg e bro Roazhon. Abalamour da se o deus dibabet an disentidigezh keodedel a-benn lakaat da c’houzout hoc’h arc’hadurioù.

E-pad o frosez e vo brezhoneg nemetken an daou stourmer dizalc’hour evit en em zifenn rak e rank hor yezh vroadel bezañ implijet e n’eus forzh peseurt darvoud, n’eus forzh peseurt lec’h evel n’eus forzh peseurt yezh ofisiel.

Kement-mañ o doa graet pa oan dindan dalc’h an archerien e Morzhel e miz Meurzh  hag e oa bet asantet e teufe unan da jubenniñ, ar pezh a ziskouez mat tre e c’hell ar vretoned lakaat o gwirioù da vezañ doujet dre ar stourm !

Goulenn a reomp groñs divyezhegezh an holl banelloù hent ha diorren ar brezhoneg er vuhez foran, da lâret eo ar gwir d’he implij dirak ar polis, ar justis gall hag e kement servij zo sañset bezañ e servij ar publik.

Gwelet e vo eta d’ar 16 a viz Eost peseurt emzalc’h a vo gant barnerien Roazhon da geñver hor yezh vroadel.

N’hon eus ket disoñjet ez eo e lezvarn engalv Roazhon e oa bet lakaet ar brezhoneg da drefoedaj gant ur barner p’en do klasket ur stourmer dizalc’hour all galvet da dest d’ober gant e yezh.  Sellit ouzh  ar pennad bet skrivet d’ar c’houlz-se.

Stourmomp evit ma vo ofisiel ar brezhoneg  e Breizh a bezh !

Deuit niverus da harpañ hon daou gamalad dirak lez-varn Roazhon d’ar 16 a viz Eost da 2e30 !
Breizhistance-IS Bro Roazhon

211180_451549838198449_937595799_n-1

Gallout a rit lezel ur respont pe ul liamm war-drevñ eus ho lec'hienn deoc'h.

Laisser une reponse