N’eus ket pell zo e oamp bet kelaouet eo bet lakaet er pod-lastez ar raktres lezenn evit hor yezhoù prometet gant Sarkozy an den a blij kalz Breizh hag ar Vretoned dezhañ. E gwirionez n’eo ket ar wech kentañ ne vez ket dalc’het e bromesaoù gant Sarkozy hag e strollad furlukined a gav dezho fentus tre en em ziskouez o tañsal war ar genrouedad. Eric Besson, maodiern gall an enbroañ hag an identelezh vroadel, brudet evit e fealded, en doa displeget dimeurzh er vodadenn vroadel an dra-se: » Il faut éviter (…) d’aboutir à un texte qui, en ouvrant un droit positif en faveur de locuteurs particuliers, se heurterait au principe constitutionnel d’indivisibilité de la République et d’égalité devant la loi. »
Atav ar memes arguzenn, unan ha dirannapl eo ar Republik, ha ne cheñcho ket an dra-se eus an eil deiz d’egile ! Meneget eo ar yezhoù er vonreizh abaoe miz Even 2009, evel « glad ar vroad » (titl XII mellad 75-1), ha gwazh a-se evidomp: pa vo goulennet digant Stad C’hall gwirioù evit hor yezhoù pe ul lezenn e vo respontet diouzhtu: « gwelloc’h evit ul lezenn a zo, emañ bremañ ar yezhoù er vonreizh. » Ha setu ar pezh adlavret e deroù miz Kerzu
gant Ao Besson: » En inscrivant les langues régionales dans le titre XII de la Constitution, consacré aux collectivités territoriales, le législateur a conféré à celles-ci, comme de juste, une responsabilité particulière pour la promotion de ces langues ».
Souezhus a-walc’h ivez emzalc’h an Emsav sevenadurel hag a c’halv ar vreujaouerien da lakaat ur c’hinnig lezenn « qui mettra fin à un déni de reconnaissance de la diversité des citoyens et des peuples au sein de l’État français »…Un hanter kant kinnig lezenn bennak a zo bet lakaet abaoe un hanter kant vloaz, hag an holl a zo bet nac’het gant ar vreujaouerien. Evit peseurt abeg e cheñchfe ? N’eo ket Frédéric Mittérand, paotr Pariz penn kil ha troad, a raio traoù evit ar brezhoneg.
Emañ ar brezhoneg e roll ar yezhoù en arvar (hervez an UNESCO) ha n’eo ket Stad C’hall a labouro evit cheñch an dra-se…ober a raio ar c’hontrol kentoc’h ha laouen e vo pa vo marv ar brezhoneg. N’eus rekipe hud ebet evit lakaat ar brezhoneg da vevañ evel forzh peseurt yezh. Deskiñ, komz, implijout, treuzkas ar yezh ! Kemennadennoù e leizh diwar-benn ar raktres lezenn nac’het a zo bet embannet en deizioù. Kemennadenn ebet e brezhoneg ! Evit difenn ha kas ar brezhoneg war-raok eo ret kregiñ gant implij ar yezh…
Yezh vroadel Breizh eo ar brezhoneg, ha n’eus nemet ur galloud politikel kreñv e Breizh a c’hello sevel ur politikerezh mennedik evit diorren ar yezh.
Breizhistance – Strollad Sokialour Breizh a lavar n’eus netra da c’hortoz a-berzh Stad C’hall, Pariz hag a-berzh ar strolladoù politikel gall a zo en e benn (UMP, PSF…). A-benn 4 miz e vo dilennadegoù e Breizh, ha ma fell d’ar Vretoned divizout ha bezañ mestr eus o dazont war gement tachenn zo, ez eo ret dezho gouzout n’eo ket gant ar strolladoù gall e vo cheñchet an traoù.
BREZHONEG OFISIEL !
décembre 16th, 2009
admin
Posted in
Tags:
Tudoù,
Savet m’eus ur gemennadenn en brezhoneg hag en galleg evit UDB diwar-benn ar raktres lezenn. Ur gemennadenn a zo par, a-walc’h, diouzh ho hini e-keñver ar soñjoù embannet.
D’ar Vretoned eo da ziviz e Breizh, netra da c’hortoz digant tud Pariz.
Herve ar Gall
Ar raktres lezenn diwar-benn ar yezhoù « rannvroel » : ar vezh ruz gant ar strollad UMP, Nicolas Sarkozy hag o skridoù gaou.
En ul lizher, eus an 2 a viz Ebrel 2007, skrivet gant Nicolas Sarkozy pa oa-eñ o kabaliñ evit bezañ dilennet Prezidant Republik Bro-C’hall : “…Je pense que l’idée d’un texte de loi posant la reconnaissance juridique des langues régionales et à la fois plus raisonnable et plus efficace que la ratification de la Charte européenne des langues régionales et minoritaires… Nous devons consolider juridiquement la dynamique de l’enseignement bilingue…“
Ha d’an 9 a viz Meurzh 2009 e skrive Olivier Breuilly, rener servijoù Minister ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ : “Vous avez bien voulu attirer l’attention de Christine Albanel, ministre de la Culture et de la Communication, sur la reconnaissance des langues régionales de France… Ainsi, le projet de loi relatif aux langues régionales annoncé le 7 mai dernier (2008), au nom du gouvernement, concernera l’enseignement, les médias, la culture et les services publics et sera présenté cette année aux assemblée, à une date non encore déterminée à ce jour.“
Ha d’an 10 a viz Kerzu 2009 eo Eric Besson, Ministr Identelezh broadel Bro-C’hall, a gadarnae ar c’homzoù bet distaget gant Frederic Mitterrand, un nebeud amzer zo, en ur ziskleriañ “…que la loi se heurterait aux principes d’indivisibilité de la République et d’égalité devant la loi “ neuze ne vo ket eus ar raktres lezenn diwar-benn ar yezhoù « rannvroel », kloz, eta, an abadenn livañ gevier d’ar Vretoned.
UDB n’eo ket evit anduriñ ur seurt dislavar dismegañsus a-enep d’ar brezhoneg ha d’an holl gevredigezhioù a stourm bemdez war an dachenn evit kas hor yezh hag hor sevenadur war-raok en hor Bro. Kret oa bet lakaet e komzoù Nicolas Sarkozy, hag e re e vinistred, ha ne oa nemet komzoù ha promesaou toull ur wech ouzhpenn.
Gwashoc’h zo c’hoazh, e maketenn nevez ar “KTKS“ (Kenstrivadeg Tuta Kelennerien ar Skolioù) a zo bet embannet, gant ar gouarnamant, d’ar gwener 13 a viz Du 2009, ne gaver rout ebet eus ar yezhoù-bro en amprouennoù anezhi, na meneg ebet enni eus ar c’houkour ispisial evit tuta ha stummañ kelennerien ar skolioù divyezhek a oa bet krouet, goude bloavezhioù stourm, er bloavezhioù 2001/2002.
Trawalc’h gant an dismegañs… Stourmerien ha dilennidi UDB a stourmo e Breizh evit ma c’hello ar Vretoned hag an tu kreñv araokour hag ekologour a vo dilennet e kuzul rannvro Breizh, e Roazhon, kaout galloudoù hag arc’hant d’ober war-dro kelennadurezh ar brezhoneg, kement-se en ur dennañ gounit eus al lezennoù war an digreizennañ… evit saveteiñ hor yezh vo dav deomp kaout Breujoù hag an emrenerezh e Breizh.
Da vare ar votadegoù rannvro UDB ray kinnigoù resis, gant al listenn Europa Ekologiezh Breizh, evit ma vo lakaet e-pleustr, a-benn ar fin, ur steuñv rannvroel saveteiñ ha diorren ar brezhoneg hag ar gallaoueg dre implijout ar yezhoù-se er mediaoù, er vuhez publik hag en deskadurezh. Ar steuñv-mañ a dalvezo evit Breizh 5 departamant. Diouzh ar stourmoù a vimp gouest da gas da benn e Breizh e teuimp a-benn da ziframmañ, digant Pariz, ur statut evit hor yezh ha n’eo ket en ur c’hortoz ul lezenn, ha ne vo ket anezhi, digant gouarnamant Nikolas Sarkozy.
Herve Ar Gall, e karg eus ar brezhoneg en UDB